Qianlong (sinaeg: 乾隆), ganet d'ar 25 Gwengolo 1711 ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1799, eo pevare impalaer an Tierniezh Qing. Ren a reas eus an 18 a viz Here 1735 betek an 9 a viz C'hwevrer 1796. Mab an impalaer Yongzheng (雍正帝) hag e serc'h Xiao Sheng Xian (孝聖憲) e oa.
Tremet eo e ren evel oadvezh aour ar sevenadur sinaat ha barr an tierniezh Qing ; astennet e voe an impalaeriezh war-zu ar su hag ar c'hornôg.
Ur barzh, livour ha kaerskrivour ampart e oa ha harpañ a rae ar sevenadur dre holl an impalaeriezh. Kelenn a rae unan ar vrasañ dastumadoù arz ar bed hag al levraoueg ar pevar teñzorioù: Siku Quanshu.